Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Douaroniezh (Ar vro)


DOUARONIEZH BREIZH

  E Breizh ez eus 5 departamant, 9 bro istorel, 1.500 kêr ha kumun, hag ivez 26 bro (Lezenn Voynet) ha 142 kumuniezh-kumunioù... Dizoloit Breizh he liested, ur vro gant un identelezh kreñv. Ur gumuniezh a-unan ha tiriegezhioù kengred digor war ar bed.

 

1.  Broioù

 Roll broioù Breizh:
Bro Naoned
Bro Roazhon
Bro Sant-Brieg
Bro Sant-Maloù
Bro Wened
Bro Zol
Kernev
Leon
Treger

sifrou.jpg



Petra eo
ur vro (hervez istor Breizh)? 

Klotañ a ra dre vras ar broioù gant an eskoptioù kozh. Da gozh e sav ar rannoù-se, ha diazez rannadur Breizh eo bet. Savet e oant bet etre ar VIvet hag an Xvet kantved.

A belec'h e teuont? Deuet int diwar ar c'heodedoù galian-ha-roman kozh, ha pelloc’h d'ar meuriadoù kelt (galian). Gwir eo evit ar Redioned (Roazhon), an Namneted (Naoned) hag ar Weneted (Gwened). Re ar Goriosolited hag an Osismied a zo bet rannet: Sant-Brieg, Sant-Maloù ha Dol evit an hini gentañ, Kernev, Treger ha
Leon evit an eil.

Da betra e talvezont? Rannet e oa ar broioù d'o zro e rannoù bihanoc'h, hag a zo bet e-kerzh an istor senechaliezhioù ha prezidialiezhioù da skouer. En XVIIIvet kantved e oant deuet da vezañ rannoù-bro evit an dastum tailhoù.
Goude ez eus bet savet departamantoù, diwar netra koulz lavaret. Abaoe an degouezh-se, n'o deus ar broioù tamm talvoudegezh melestradurel ebet ken. Bev-mat int, evit un darn anezho da vihanañ, e spered an dud.

Pet bro istorel a zo e Breizh? Nav bro istorel a zo.

 2. Departamantoù

Roll departamantoù Breizh:
Aodoù-an-Arvor
Ill-ha-Gwilen
Liger-Atlantel
Marzioù Breizh
Mor-Bihan
Penn-ar-Bed
                               


Petra eo un departamant?

An departamantoù 'zo strollegezhioù lec'h emren, dezhe o galloud seveniñ diwar izili dilennet e votadegoù kanton a vez dalc'het bep 6 vloaz. Ur voujedenn dezhe o-unan o deus. Savet e oant bet d'an 22 a viz Kerzu 1789 da heul ar Reveulzi c'hall.

Penaos e oa bet aozet an departamantoù?

Hervez kont e oa bet savet an departamant e doare ma c'hallje pep sitoian mont betek al lec'h-penn (prefeti) en un devezh war-varc'h. N'o deus tamm diazez istorel ebet. Rannet eo an departamantoù e kantonioù a zo ivez pastelloù-dilenn.


Da betra eo roll an departamantoù?

Bras ha ledan eo tachenn verañ an departamantoù. Da gentañ penn emañ an ober sokial, ar merañ skolajoù, ar c'hempenn hentoù, an treuzdougen skolidi…


Pet departamant a zo e Breizh? Pemp departamant a ya d'ober Breizh.


3. Broioùigoù


Petra eo ur paou pe ur vroig?

Rannoù eus ur “vro”. N'eus termenadur resis ebet, reoù a zeu diwar an istor, reoù all eus ar sevenadur, hag alies an daou dra-se mesk-ha-mesk.

Diwar betra e teu ar broioùigoù-se?

Reoù 'zo bras, reoù all kalz bihanoc'h. Cheñch-dicheñch e c'hall bezañ o ment hervez an diazez a roer dezho. Ar re a ginnigomp amañ a zo diazezet alies war ar gizioù, an dañs, ar yezh, hag an istor ivez.


Peier ha broioù, da betra?

Meur a seurt a zo. Teroueroù diazezet war an dañs, ar sonerezh, ar gizioù, ha diwar-se, pe abalamour da se, o deus pep a bersonelezh kreñv. Ar braz anezhe a zo diazezet war fedoù istorel kozh, evel diazezidigezh ar Vretoned, pe traoù koshoc'h c'hoazh marteze. Talvezet o doa evit urzhiadur ar feodelezh pe an Iliz. Bremañ avat, ne servijont tamm ebet evit ar velestradurezh, met bev ez int e spered an dud alies a-walc'h.

Pet a zo anezhe? Ouzhpenn 50 a zo e Breizh. Hervez an dalvoudegezh a roer d'ar ger paou (istorel), pe bro(ig) (sevenadurel alies) e c'hall o niver cheñch.




4. Arondisamantoù

Petra eo un arondisamant?

An arondisamant a zo ur bastell velestradurel eus ar Stad. Ar lec'h-penn eo an isprefeti. Kemeret e vez anv al lec'h-penn evit envel an arondisamant (nemet ral a wech).

Petra a ya d'ober an arondisamantoù?

An arondisamant a zo un rann eus an departamant, hag ur stroll kantoù.

Da betra e talvez an arondisamant? Ul eillec'h eus an departamant eo, gant un isprefed karget da gontrolliñ ar c'humunioù.


Pet arondisamant a zo e Breizh? E Breizh ez eus 21 arondisamant.

5. Kantonioù

Petra eo ur c'hanton? Ur c'hanton a zo ur bastell dilenn ma tilenner enne pep a guzulier evit ar c'huzul-departamant. Ar c'hantonn a zo ur rann eus an arondisamant. Savet e oa bet ar c'hantonioù e miz Kerzu 1789, war un dro gant al lezenn a save an departamantoù.


Petra a ya d'ober ar c'hantonioù? Dre vras ez a meur a gumun d'ober ur ganton. Er c'hêrioù bras avat, e c'hall ar re-mañ bezañ rannet etre meur a ganton. E Breizh emañ kont evel-se gant Brest, Dinan, Gwitreg, Naoned, an Oriant, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Maloù ha Sant-Nazer.


Da betra e talvez ar c'hantonioù? Abaoe lezenn ar 1añ a viz Genver 1992 ne dalvez ar c'hanton mann ebet ken evit melestradurezh ar Stad. N'eus nemet an archeriezh ha servijoù an tailhoù a gement a ra c'hoazh gant bevennoù an departamantoù.

Pet kanton a zo e Breizh? E Breizh ez eus 260 kanton.




6. EPKE

Petra eo un EPKE? Ar ensavadurioù publik evit ar c'henoberiañ etrekumun (EPKE) a zo kenstrolladoù kumunioù. Gant al lezenn diwar-benn kreñvaat hag eeunaat ar c'henoberiañ etre ar c'humunioù (lezenn an 12 a viz Gouhere 1999) ez eus bet gallet termeniñ pizh framm ha perzh an EPKEoù.


Petra a ya d'ober an EPKEoù? Ouzh o ober ez eus kumunioù. Pe kumuniezhioù kêr, pe kumuniezhioù kumunioù pe neuze c'hoazh kumuniezhioù tolpad.


Petra 'ra an EPKEoù? O fal a zo sevel "kenraktresoù diorren e diabarzh ar c'helc'hiad kengred", hervez al lezenn. Raktresoù a denn d'an ekonomiezh, da verañ al lastez...

Pet EPKE a zo e Breizh?
140 EPKE a zo e Breizh.

Petra eo ur vro hervez al lezenn-se? Hervez al lezenn ez eo un diriegezh raktres dezhi un unvanded evit a sell an douar, an ekonomiezh hag ar sevenadurel. Lakaet eo bet ar broioù-se war-sav gant lezenn ar 4 a viz C'hwevrer 1995, klokaet gant hini ar 15 a viz Mezheven 1999 (Lezenn Heñchañ Terkañ da bad an Diriegezh), anvet ivez "Lezenn Voynet". An dilennidi a gaver e kuzulioù ar broioù-se n'int ket dilennet war-eeun, anvet ez int bet.


Petra a ya d'ober ar broioù-se? Kumuniezh kumunioù eo a ya d'ober ar "broioù"-se.


Da betra e talvezont? Tiriegezhioù raktres int. O fal a zo sevel kengred ha kenskoazell etre ar maezioù hag ar c'hêrioù.


Pet "bro" evel-se a zo e Breizh? E Breizh (5 departamant evel-just) ez eus 26 bro.

7. KKG

Petra eo ur KKG? Ar C'hambroù Kenwerzh ha Greanterezh a zo ensavadurioù publik Stad da bal dezho kas war-raok ekonomiezh an tiriegezhioù.

Petra a ya d'ober ar KKGoù? War an departamantoù, pe war dachennoù bihanoc’h eo diazezet ar KKGoù, evit bezañ tostoc'h da ekonomiezhioù al lec'hioù.

Da betra e talvez ar KKGoù? O fal pennañ a zo kas war-raok an ekonomiezh, ar stummañ a merañ aveadurioù 'zo (porzhioù, aerborzhioù).

Pet KKG a zo e Breizh? E Breizh ez eus 9 KKG hag ur Gambr rannvro (KRKG) diazezet e Roazhon.