Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Douaroniezh (Ar vro)


DOUARONIEZH BREIZH

  E Breizh ez eus 5 departamant, 9 bro istorel, 1.500 kŕr ha kumun, hag ivez 26 bro (Lezenn Voynet) ha 142 kumuniezh-kumunio¨... Dizoloit Breizh he liested, ur vro gant un identelezh kre˝v. Ur gumuniezh a-unan ha tiriegezhio¨ kengred digor war ar bed.

 

1.  Broio¨

 Roll broio¨ Breizh:
Bro Naoned
Bro Roazhon
Bro Sant-Brieg
Bro Sant-Malo¨
Bro Wened
Bro Zol
Kernev
Leon
Treger

sifrou.jpg



Petra eo
ur vro (hervez istor Breizh)? 

Klota˝ a ra dre vras ar broio¨ gant an eskoptio¨ kozh. Da gozh e sav ar ranno¨-se, ha diazez rannadur Breizh eo bet. Savet e oant bet etre ar VIvet hag an Xvet kantved.

A belec'h e teuont? Deuet int diwar ar c'heodedo¨ galian-ha-roman kozh, ha pellocĺh d'ar meuriado¨ kelt (galian). Gwir eo evit ar Redioned (Roazhon), an Namneted (Naoned) hag ar Weneted (Gwened). Re ar Goriosolited hag an Osismied a zo bet rannet: Sant-Brieg, Sant-Malo¨ ha Dol evit an hini genta˝, Kernev, Treger ha
Leon evit an eil.

Da betra e talvezont? Rannet e oa ar broio¨ d'o zro e ranno¨ bihanoc'h, hag a zo bet e-kerzh an istor senechaliezhio¨ ha prezidialiezhio¨ da skouer. En XVIIIvet kantved e oant deuet da veza˝ ranno¨-bro evit an dastum tailho¨.
Goude ez eus bet savet departamanto¨, diwar netra koulz lavaret. Abaoe an degouezh-se, n'o deus ar broio¨ tamm talvoudegezh melestradurel ebet ken. Bev-mat int, evit un darn anezho da vihana˝, e spered an dud.

Pet bro istorel a zo e Breizh? Nav bro istorel a zo.

 2. Departamanto¨

Roll departamanto¨ Breizh:
Aodo¨-an-Arvor
Ill-ha-Gwilen
Liger-Atlantel
Marzio¨ Breizh
Mor-Bihan
Penn-ar-Bed
                               


Petra eo un departamant?

An departamanto¨ 'zo strollegezhio¨ lec'h emren, dezhe o galloud seveni˝ diwar izili dilennet e votadego¨ kanton a vez dalc'het bep 6 vloaz. Ur voujedenn dezhe o-unan o deus. Savet e oant bet d'an 22 a viz Kerzu 1789 da heul ar Reveulzi c'hall.

Penaos e oa bet aozet an departamanto¨?

Hervez kont e oa bet savet an departamant e doare ma c'hallje pep sitoian mont betek al lec'h-penn (prefeti) en un devezh war-varc'h. N'o deus tamm diazez istorel ebet. Rannet eo an departamanto¨ e kantonio¨ a zo ivez pastello¨-dilenn.


Da betra eo roll an departamanto¨?

Bras ha ledan eo tachenn vera˝ an departamanto¨. Da genta˝ penn ema˝ an ober sokial, ar mera˝ skolajo¨, ar c'hempenn hento¨, an treuzdougen skolidiů


Pet departamant a zo e Breizh? Pemp departamant a ya d'ober Breizh.


3. Broio¨igo¨


Petra eo ur paou pe ur vroig?

Ranno¨ eus ur ôvroö. N'eus termenadur resis ebet, reo¨ a zeu diwar an istor, reo¨ all eus ar sevenadur, hag alies an daou dra-se mesk-ha-mesk.

Diwar betra e teu ar broio¨igo¨-se?

Reo¨ 'zo bras, reo¨ all kalz bihanoc'h. Che˝ch-diche˝ch e c'hall beza˝ o ment hervez an diazez a roer dezho. Ar re a ginnigomp ama˝ a zo diazezet alies war ar gizio¨, an da˝s, ar yezh, hag an istor ivez.


Peier ha broio¨, da betra?

Meur a seurt a zo. Terouero¨ diazezet war an da˝s, ar sonerezh, ar gizio¨, ha diwar-se, pe abalamour da se, o deus pep a bersonelezh kre˝v. Ar braz anezhe a zo diazezet war fedo¨ istorel kozh, evel diazezidigezh ar Vretoned, pe trao¨ koshoc'h c'hoazh marteze. Talvezet o doa evit urzhiadur ar feodelezh pe an Iliz. Brema˝ avat, ne servijont tamm ebet evit ar velestradurezh, met bev ez int e spered an dud alies a-walc'h.

Pet a zo anezhe? Ouzhpenn 50 a zo e Breizh. Hervez an dalvoudegezh a roer d'ar ger paou (istorel), pe bro(ig) (sevenadurel alies) e c'hall o niver che˝ch.




4. Arondisamanto¨

Petra eo un arondisamant?

An arondisamant a zo ur bastell velestradurel eus ar Stad. Ar lec'h-penn eo an isprefeti. Kemeret e vez anv al lec'h-penn evit envel an arondisamant (nemet ral a wech).

Petra a ya d'ober an arondisamanto¨?

An arondisamant a zo un rann eus an departamant, hag ur stroll kanto¨.

Da betra e talvez an arondisamant? Ul eillec'h eus an departamant eo, gant un isprefed karget da gontrolli˝ ar c'humunio¨.


Pet arondisamant a zo e Breizh? E Breizh ez eus 21 arondisamant.

5. Kantonio¨

Petra eo ur c'hanton? Ur c'hanton a zo ur bastell dilenn ma tilenner enne pep a guzulier evit ar c'huzul-departamant. Ar c'hantonn a zo ur rann eus an arondisamant. Savet e oa bet ar c'hantonio¨ e miz Kerzu 1789, war un dro gant al lezenn a save an departamanto¨.


Petra a ya d'ober ar c'hantonio¨? Dre vras ez a meur a gumun d'ober ur ganton. Er c'hŕrio¨ bras avat, e c'hall ar re-ma˝ beza˝ rannet etre meur a ganton. E Breizh ema˝ kont evel-se gant Brest, Dinan, Gwitreg, Naoned, an Oriant, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Malo¨ ha Sant-Nazer.


Da betra e talvez ar c'hantonio¨? Abaoe lezenn ar 1a˝ a viz Genver 1992 ne dalvez ar c'hanton mann ebet ken evit melestradurezh ar Stad. N'eus nemet an archeriezh ha servijo¨ an tailho¨ a gement a ra c'hoazh gant bevenno¨ an departamanto¨.

Pet kanton a zo e Breizh? E Breizh ez eus 260 kanton.




6. EPKE

Petra eo un EPKE? Ar ensavadurio¨ publik evit ar c'henoberia˝ etrekumun (EPKE) a zo kenstrollado¨ kumunio¨. Gant al lezenn diwar-benn kre˝vaat hag eeunaat ar c'henoberia˝ etre ar c'humunio¨ (lezenn an 12 a viz Gouhere 1999) ez eus bet gallet termeni˝ pizh framm ha perzh an EPKEo¨.


Petra a ya d'ober an EPKEo¨? Ouzh o ober ez eus kumunio¨. Pe kumuniezhio¨ kŕr, pe kumuniezhio¨ kumunio¨ pe neuze c'hoazh kumuniezhio¨ tolpad.


Petra 'ra an EPKEo¨? O fal a zo sevel "kenraktreso¨ diorren e diabarzh ar c'helc'hiad kengred", hervez al lezenn. Raktreso¨ a denn d'an ekonomiezh, da vera˝ al lastez...

Pet EPKE a zo e Breizh?
140 EPKE a zo e Breizh.

Petra eo ur vro hervez al lezenn-se? Hervez al lezenn ez eo un diriegezh raktres dezhi un unvanded evit a sell an douar, an ekonomiezh hag ar sevenadurel. Lakaet eo bet ar broio¨-se war-sav gant lezenn ar 4 a viz C'hwevrer 1995, klokaet gant hini ar 15 a viz Mezheven 1999 (Lezenn He˝cha˝ Terka˝ da bad an Diriegezh), anvet ivez "Lezenn Voynet". An dilennidi a gaver e kuzulio¨ ar broio¨-se n'int ket dilennet war-eeun, anvet ez int bet.


Petra a ya d'ober ar broio¨-se? Kumuniezh kumunio¨ eo a ya d'ober ar "broio¨"-se.


Da betra e talvezont? Tiriegezhio¨ raktres int. O fal a zo sevel kengred ha kenskoazell etre ar maezio¨ hag ar c'hŕrio¨.


Pet "bro" evel-se a zo e Breizh? E Breizh (5 departamant evel-just) ez eus 26 bro.

7. KKG

Petra eo ur KKG? Ar C'hambro¨ Kenwerzh ha Greanterezh a zo ensavadurio¨ publik Stad da bal dezho kas war-raok ekonomiezh an tiriegezhio¨.

Petra a ya d'ober ar KKGo¨? War an departamanto¨, pe war dachenno¨ bihanocĺh eo diazezet ar KKGo¨, evit beza˝ tostoc'h da ekonomiezhio¨ al lec'hio¨.

Da betra e talvez ar KKGo¨? O fal penna˝ a zo kas war-raok an ekonomiezh, ar stumma˝ a mera˝ aveadurio¨ 'zo (porzhio¨, aerborzhio¨).

Pet KKG a zo e Breizh? E Breizh ez eus 9 KKG hag ur Gambr rannvro (KRKG) diazezet e Roazhon.