Bro Alamagn
Korsika
Breizh

Serriń Ar vro

Serriń Sevenadur

Bro Gembre

Serriń Ar vro

Serriń Sevenadur

Enez ar Skorn
Roumania
Bro Spagn
Izelvroioł
Belgia
Katalonia
Inizi Faero
Bro Skos
Lituania
Ar vro - Douaroniezh


DOUARONIEZH BREIZH

  E Breizh ez eus 5 departamant, 9 bro istorel, 1.500 kźr ha kumun, hag ivez 26 bro (Lezenn Voynet) ha 142 kumuniezh-kumunioł... Dizoloit Breizh he liested, ur vro gant un identelezh kreńv. Ur gumuniezh a-unan ha tiriegezhioł kengred digor war ar bed.

 

1.  Broioł

 Roll broioł Breizh:
Bro Naoned
Bro Roazhon
Bro Sant-Brieg
Bro Sant-Maloł
Bro Wened
Bro Zol
Kernev
Leon
Treger

sifrou.jpg



Petra eo
ur vro (hervez istor Breizh)? 

Klotań a ra dre vras ar broioł gant an eskoptioł kozh. Da gozh e sav ar rannoł-se, ha diazez rannadur Breizh eo bet. Savet e oant bet etre ar VIvet hag an Xvet kantved.

A belec'h e teuont? Deuet int diwar ar c'heodedoł galian-ha-roman kozh, ha pelloc’h d'ar meuriadoł kelt (galian). Gwir eo evit ar Redioned (Roazhon), an Namneted (Naoned) hag ar Weneted (Gwened). Re ar Goriosolited hag an Osismied a zo bet rannet: Sant-Brieg, Sant-Maloł ha Dol evit an hini gentań, Kernev, Treger ha
Leon evit an eil.

Da betra e talvezont? Rannet e oa ar broioł d'o zro e rannoł bihanoc'h, hag a zo bet e-kerzh an istor senechaliezhioł ha prezidialiezhioł da skouer. En XVIIIvet kantved e oant deuet da vezań rannoł-bro evit an dastum tailhoł.
Goude ez eus bet savet departamantoł, diwar netra koulz lavaret. Abaoe an degouezh-se, n'o deus ar broioł tamm talvoudegezh melestradurel ebet ken. Bev-mat int, evit un darn anezho da vihanań, e spered an dud.

Pet bro istorel a zo e Breizh? Nav bro istorel a zo.

 2. Departamantoł

Roll departamantoł Breizh:
Aodoł-an-Arvor
Ill-ha-Gwilen
Liger-Atlantel
Marzioł Breizh
Mor-Bihan
Penn-ar-Bed
                               


Petra eo un departamant?

An departamantoł 'zo strollegezhioł lec'h emren, dezhe o galloud seveniń diwar izili dilennet e votadegoł kanton a vez dalc'het bep 6 vloaz. Ur voujedenn dezhe o-unan o deus. Savet e oant bet d'an 22 a viz Kerzu 1789 da heul ar Reveulzi c'hall.

Penaos e oa bet aozet an departamantoł?

Hervez kont e oa bet savet an departamant e doare ma c'hallje pep sitoian mont betek al lec'h-penn (prefeti) en un devezh war-varc'h. N'o deus tamm diazez istorel ebet. Rannet eo an departamantoł e kantonioł a zo ivez pastelloł-dilenn.


Da betra eo roll an departamantoł?

Bras ha ledan eo tachenn verań an departamantoł. Da gentań penn emań an ober sokial, ar merań skolajoł, ar c'hempenn hentoł, an treuzdougen skolidi…


Pet departamant a zo e Breizh? Pemp departamant a ya d'ober Breizh.


3. Broiołigoł


Petra eo ur paou pe ur vroig?

Rannoł eus ur “vro”. N'eus termenadur resis ebet, reoł a zeu diwar an istor, reoł all eus ar sevenadur, hag alies an daou dra-se mesk-ha-mesk.

Diwar betra e teu ar broiołigoł-se?

Reoł 'zo bras, reoł all kalz bihanoc'h. Cheńch-dicheńch e c'hall bezań o ment hervez an diazez a roer dezho. Ar re a ginnigomp amań a zo diazezet alies war ar gizioł, an dańs, ar yezh, hag an istor ivez.


Peier ha broioł, da betra?

Meur a seurt a zo. Teroueroł diazezet war an dańs, ar sonerezh, ar gizioł, ha diwar-se, pe abalamour da se, o deus pep a bersonelezh kreńv. Ar braz anezhe a zo diazezet war fedoł istorel kozh, evel diazezidigezh ar Vretoned, pe traoł koshoc'h c'hoazh marteze. Talvezet o doa evit urzhiadur ar feodelezh pe an Iliz. Bremań avat, ne servijont tamm ebet evit ar velestradurezh, met bev ez int e spered an dud alies a-walc'h.

Pet a zo anezhe? Ouzhpenn 50 a zo e Breizh. Hervez an dalvoudegezh a roer d'ar ger paou (istorel), pe bro(ig) (sevenadurel alies) e c'hall o niver cheńch.




4. Arondisamantoł

Petra eo un arondisamant?

An arondisamant a zo ur bastell velestradurel eus ar Stad. Ar lec'h-penn eo an isprefeti. Kemeret e vez anv al lec'h-penn evit envel an arondisamant (nemet ral a wech).

Petra a ya d'ober an arondisamantoł?

An arondisamant a zo un rann eus an departamant, hag ur stroll kantoł.

Da betra e talvez an arondisamant? Ul eillec'h eus an departamant eo, gant un isprefed karget da gontrolliń ar c'humunioł.


Pet arondisamant a zo e Breizh? E Breizh ez eus 21 arondisamant.

5. Kantonioł

Petra eo ur c'hanton? Ur c'hanton a zo ur bastell dilenn ma tilenner enne pep a guzulier evit ar c'huzul-departamant. Ar c'hantonn a zo ur rann eus an arondisamant. Savet e oa bet ar c'hantonioł e miz Kerzu 1789, war un dro gant al lezenn a save an departamantoł.


Petra a ya d'ober ar c'hantonioł? Dre vras ez a meur a gumun d'ober ur ganton. Er c'hźrioł bras avat, e c'hall ar re-mań bezań rannet etre meur a ganton. E Breizh emań kont evel-se gant Brest, Dinan, Gwitreg, Naoned, an Oriant, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Maloł ha Sant-Nazer.


Da betra e talvez ar c'hantonioł? Abaoe lezenn ar 1ań a viz Genver 1992 ne dalvez ar c'hanton mann ebet ken evit melestradurezh ar Stad. N'eus nemet an archeriezh ha servijoł an tailhoł a gement a ra c'hoazh gant bevennoł an departamantoł.

Pet kanton a zo e Breizh? E Breizh ez eus 260 kanton.




6. EPKE

Petra eo un EPKE? Ar ensavadurioł publik evit ar c'henoberiań etrekumun (EPKE) a zo kenstrolladoł kumunioł. Gant al lezenn diwar-benn kreńvaat hag eeunaat ar c'henoberiań etre ar c'humunioł (lezenn an 12 a viz Gouhere 1999) ez eus bet gallet termeniń pizh framm ha perzh an EPKEoł.


Petra a ya d'ober an EPKEoł? Ouzh o ober ez eus kumunioł. Pe kumuniezhioł kźr, pe kumuniezhioł kumunioł pe neuze c'hoazh kumuniezhioł tolpad.


Petra 'ra an EPKEoł? O fal a zo sevel "kenraktresoł diorren e diabarzh ar c'helc'hiad kengred", hervez al lezenn. Raktresoł a denn d'an ekonomiezh, da verań al lastez...

Pet EPKE a zo e Breizh?
140 EPKE a zo e Breizh.

Petra eo ur vro hervez al lezenn-se? Hervez al lezenn ez eo un diriegezh raktres dezhi un unvanded evit a sell an douar, an ekonomiezh hag ar sevenadurel. Lakaet eo bet ar broioł-se war-sav gant lezenn ar 4 a viz C'hwevrer 1995, klokaet gant hini ar 15 a viz Mezheven 1999 (Lezenn Heńchań Terkań da bad an Diriegezh), anvet ivez "Lezenn Voynet". An dilennidi a gaver e kuzulioł ar broioł-se n'int ket dilennet war-eeun, anvet ez int bet.


Petra a ya d'ober ar broioł-se? Kumuniezh kumunioł eo a ya d'ober ar "broioł"-se.


Da betra e talvezont? Tiriegezhioł raktres int. O fal a zo sevel kengred ha kenskoazell etre ar maezioł hag ar c'hźrioł.


Pet "bro" evel-se a zo e Breizh? E Breizh (5 departamant evel-just) ez eus 26 bro.

7. KKG

Petra eo ur KKG? Ar C'hambroł Kenwerzh ha Greanterezh a zo ensavadurioł publik Stad da bal dezho kas war-raok ekonomiezh an tiriegezhioł.

Petra a ya d'ober ar KKGoł? War an departamantoł, pe war dachennoł bihanoc’h eo diazezet ar KKGoł, evit bezań tostoc'h da ekonomiezhioł al lec'hioł.

Da betra e talvez ar KKGoł? O fal pennań a zo kas war-raok an ekonomiezh, ar stummań a merań aveadurioł 'zo (porzhioł, aerborzhioł).

Pet KKG a zo e Breizh? E Breizh ez eus 9 KKG hag ur Gambr rannvro (KRKG) diazezet e Roazhon.

 



deiziad ar grouidigezh : 01/04/2009 @ 14:46
Kemm diwezhań : 01/04/2009 @ 16:23
Rummad : Ar vro
Pajenn lennet 820 gwech


Ragwelet ar bajenn Ragwelet ar bajenn     Moullań ar bajenn Moullań ar bajenn

 
Evezhiadennoł diwar-benn ar pennad-mań


N'eus bet evezhiadenn ebet evit poent.
Bezit an hini kentań !


 
Deiziadur

Gweladennoł

   

   kevreet

Bannieloł da livań

W3C CSS Skins Papinou © 2007 - Licence Creative Commons
^ Nec'h ^