Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Rekipeioù (Sevenadur)

KIG HA FARZ
kig ha farz.jpg

Chugonus eo ar meuz hengounel-mañ.

Strollet e vez gantañ kig ejen, kig moc'h ha legumaj al louzaoueg, bervet gant ar far : prientadur diazezet war bleud gwinizh du sukret un tamm, poazhet er berv.

 

 

Aozadennoù

Prientiñ

Tunioù

 

Kig ha Farz

Evit 8 a dud

Prientiñ : 30 mm Poazhañ : 5 eur

1,5 kg kig ejen er skoaz pe er morzhol

1 arzell pemoc'h hanter sall

700 g kig lard diouzh ar brusk fresk

1 silzigenn dev da boazhañ mogedet

1 gaolenn

6 karotezenn

4 irvinenn

2 bourenn

2 benn ognon

1 skourr ach

tachoù jiroufl

tin, loreenn

500 g bleud gwinizh du

200 g gwinizh

100 g amanenn hanter sall

100 g sukr

150 g rezin sec'h

2 vi

20 cl dienn fresk

Laezh

Holen, pebr

Lakait an arzell pemoc'h da zisholenañ dre he lakaat e-barzh ur gastelodenn.

Lakait da virviñ ha laoskit da rollvirviñ e-pad 20 mn.

Lakait ar gaolenn da skaotañ en ur gastelodennad dour berv all ha laoskit da boazhañ e-pad 5 mn.

E-barzh ur chidhouarn bras, lakait an arzell disholenet hag an tammoù kig all (nemet ar silzigenn dev da boazhañ).

Ouzhpennit ar penn ognon, tachoù jiroufl bet sanket ennañ, hag al louzoù kegin.

Goloit gant 3 pe 4 l dour ha lakait da virviñ.

Laoskit da poazhañ 2 eurvezh.

Lakait an holen hag ar pebr.

Ouzhpennit neuze an holl legumaj diblusket ha gwalc'het hag ar gaolenn bet skaotet.

Fardit ar far en ur gemmeskañ, e-barzh ur bezel douar, ar bleudoù, ar sukr, an amanenn e wrez an endro,

an dienn fresk, ar vioù en o fezh, ar rezin sec'h, un tamm holen ha pebr hag ul

lomig laezh evit fetisañ mar bez ezhomm a-benn kaout un toaz unvan.

Lakait ar c'hemmesk-mañ en ur sac'h arbennik pe rollit anezhañ e-kreiz ul lienenn liammet he daou benn.

Splujit ho sac'h er berv poazhañ ha laoskit da boazhañ e-pad 1 e 30 ouzhpenn.

Un hanter eur a-raok dibenn ar poazhadur, ouzhpennit ar silzigenn dev er pod.

Dizourit ar c'hig hag al legumaj.

Kinnigit e-barzh ur plad bras. Lakait ar far er-maez eus ar sac'h ha staliit e-kreiz an tammoù kig, pe darnet, pe vruzunet dindan ar c'hig hervez ho plijadur.

Eeun eo ar meuz-mañ da fardañ.

Hir eo ar poazhañ, n'eus ket ezhomm bezañ evezhiek gantañ avat.





FARZ FORN
farz.jpg

Ar ger "far" zo  un anvad aet da voutin ha pa 'z eus ur bern rekipeoù disheñvel o vezañ anvet evel-se, gant kemmoù diniver diouzh al lec'h hag ar familhoù.

Atav e vez anv eus ur prientad diazezet war bleud gwinizh pe winizh du, poazhet er forn.


Aozadennoù

Prientiñ

Tunioù

 

Evit 4 a dud.

Prientiñ : 15 mn Poazhañ : 45 mn

130 g prun fresk, prunev pe rezin sec'h

250 g bleud

175 g sukr poultrenn

4 vi

3/4 l laezh

50 g amanenn hanter sall

Holen

E-barzh ur bezel douar, kemmeskit ar bleud, ar sukr hag ur biziad holen.

Torrit ar vioù en o fezh ha kemmeskit goustadik gant ul loa goad evit kaout un toaz lufr.

Diskennit al laezh, tamm ha tamm, en ur gemmeskañ.

Lakait amanenn war speurennoù ar plad douar o vont er forn.

Lakait ennañ ar frouezh fresk, sec'h adlakaet dour enno, ha goloit anezho gant an toaz.

Lakait da boazhañ er forn, gwrezreoler da 6 (180°C) e-pad tro-dro 45 mn.

Un dibenn pred mat kenañ eo hennezh, breizhat penn da benn, eeun, ploueek, a vez prientet gant frouezh sec'h pe fresk, gant ar rann-vloaz.



Diàr : http://www.paysanbreton.com/bre/recette/fiche_recette.php