Bro Alamagn
Korsika
Breizh

Serriń Ar vro

Serriń Sevenadur

Bro Gembre

Serriń Ar vro

Serriń Sevenadur

Enez ar Skorn
Roumania
Bro Spagn
Izelvroioł
Belgia
Katalonia
Inizi Faero
Bro Skos
Lituania
Sevenadur - Rekipeioł

KIG HA FARZ
kig ha farz.jpg

Chugonus eo ar meuz hengounel-mań.

Strollet e vez gantań kig ejen, kig moc'h ha legumaj al louzaoueg, bervet gant ar far : prientadur diazezet war bleud gwinizh du sukret un tamm, poazhet er berv.

 

 

Aozadennoł

Prientiń

Tunioł

 

Kig ha Farz

Evit 8 a dud

Prientiń : 30 mm – Poazhań : 5 eur

1,5 kg kig ejen er skoaz pe er morzhol

1 arzell pemoc'h hanter sall

700 g kig lard diouzh ar brusk fresk

1 silzigenn dev da boazhań mogedet

1 gaolenn

6 karotezenn

4 irvinenn

2 bourenn

2 benn ognon

1 skourr ach

tachoł jiroufl

tin, loreenn

500 g bleud gwinizh du

200 g gwinizh

100 g amanenn hanter sall

100 g sukr

150 g rezin sec'h

2 vi

20 cl dienn fresk

Laezh

Holen, pebr

Lakait an arzell pemoc'h da zisholenań dre he lakaat e-barzh ur gastelodenn.

Lakait da virviń ha laoskit da rollvirviń e-pad 20 mn.

Lakait ar gaolenn da skaotań en ur gastelodennad dour berv all ha laoskit da boazhań e-pad 5 mn.

E-barzh ur chidhouarn bras, lakait an arzell disholenet hag an tammoł kig all (nemet ar silzigenn dev da boazhań).

Ouzhpennit ar penn ognon, tachoł jiroufl bet sanket ennań, hag al louzoł kegin.

Goloit gant 3 pe 4 l dour ha lakait da virviń.

Laoskit da poazhań 2 eurvezh.

Lakait an holen hag ar pebr.

Ouzhpennit neuze an holl legumaj diblusket ha gwalc'het hag ar gaolenn bet skaotet.

Fardit ar far en ur gemmeskań, e-barzh ur bezel douar, ar bleudoł, ar sukr, an amanenn e wrez an endro,

an dienn fresk, ar vioł en o fezh, ar rezin sec'h, un tamm holen ha pebr hag ul

lomig laezh evit fetisań mar bez ezhomm a-benn kaout un toaz unvan.

Lakait ar c'hemmesk-mań en ur sac'h arbennik pe rollit anezhań e-kreiz ul lienenn liammet he daou benn.

Splujit ho sac'h er berv poazhań ha laoskit da boazhań e-pad 1 e 30 ouzhpenn.

Un hanter eur a-raok dibenn ar poazhadur, ouzhpennit ar silzigenn dev er pod.

Dizourit ar c'hig hag al legumaj.

Kinnigit e-barzh ur plad bras. Lakait ar far er-maez eus ar sac'h ha staliit e-kreiz an tammoł kig, pe darnet, pe vruzunet dindan ar c'hig hervez ho plijadur.

Eeun eo ar meuz-mań da fardań.

Hir eo ar poazhań, n'eus ket ezhomm bezań evezhiek gantań avat.





FARZ FORN
farz.jpg

Ar ger "far" zo  un anvad aet da voutin ha pa 'z eus ur bern rekipeoł disheńvel o vezań anvet evel-se, gant kemmoł diniver diouzh al lec'h hag ar familhoł.

Atav e vez anv eus ur prientad diazezet war bleud gwinizh pe winizh du, poazhet er forn.


Aozadennoł

Prientiń

Tunioł

 

Evit 4 a dud.

Prientiń : 15 mn – Poazhań : 45 mn

130 g prun fresk, prunev pe rezin sec'h

250 g bleud

175 g sukr poultrenn

4 vi

3/4 l laezh

50 g amanenn hanter sall

Holen

E-barzh ur bezel douar, kemmeskit ar bleud, ar sukr hag ur biziad holen.

Torrit ar vioł en o fezh ha kemmeskit goustadik gant ul loa goad evit kaout un toaz lufr.

Diskennit al laezh, tamm ha tamm, en ur gemmeskań.

Lakait amanenn war speurennoł ar plad douar o vont er forn.

Lakait ennań ar frouezh fresk, sec'h adlakaet dour enno, ha goloit anezho gant an toaz.

Lakait da boazhań er forn, gwrezreoler da 6 (180°C) e-pad tro-dro 45 mn.

Un dibenn pred mat kenań eo hennezh, breizhat penn da benn, eeun, ploueek, a vez prientet gant frouezh sec'h pe fresk, gant ar rann-vloaz.



Diąr : http://www.paysanbreton.com/bre/recette/fiche_recette.php

deiziad ar grouidigezh : 01/04/2009 @ 14:22
Kemm diwezhań : 29/04/2009 @ 16:23
Rummad : Sevenadur
Pajenn lennet 727 gwech


Ragwelet ar bajenn Ragwelet ar bajenn     Moullań ar bajenn Moullań ar bajenn

 
Evezhiadennoł diwar-benn ar pennad-mań


N'eus bet evezhiadenn ebet evit poent.
Bezit an hini kentań !


 
Deiziadur

Gweladennoł

   

   kevreet

Bannieloł da livań

W3C CSS Skins Papinou © 2007 - Licence Creative Commons
^ Nec'h ^