|
 |
Sevenadur - Dańs ha sonerezh |
 |
|

Kelc'h keltiek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kelc'h keltiek eo an anv a roer en deiz a hiziv d'ur strollad tud a ginnig dańsoł Breizh war al leurennoł, dreist-holl e-kerzh an hańv. Pa oa bet krouet ar c'helc'hioł keltiek e penn-kentań ar bloavezhioł '30 gant Erwanez Galbrun hag he fried, en doa an anv-se ur ster tostoc'h ouzh hini ur greizenn sevenadurel. En tu-hont d'an dańsoł e veze kelennet ar yezh, istor ha douaroniezh Breizh hag all. Siwazh, en abeg d'ar Brezel Bed diwezhań ha da zro-spered an dud da c'houde, ez eo strishaet ar ster evit dont da dalvezout kement ha strolladoł dańsal hepken e gwirionez. Setu perak e voe ranket krouiń kreizennoł sevenadurel er bloavezhioł '70 evit ober al labour bet dilezet gant bed an dańserien.
Daou genvodad dańserezh breizhek a zo : Kevread Kendalc'h ha War 'l Leur. An eil hag egile a ra war-dro an hevelep dańsoł, an diforc'hioł etrezo o vezań filozofel ma n'eo ket politikel.
Fest-noz
Ar fest-noz zo ur festl poblek gant sonerien ha dańserien hengounel ha dalc'het diouzh an noz. Ar fest poblek a zo bet c'hoarvezet evit dudi ar gouerien a zo bet renevesaet ar bloavezhioł 1950 hag hiziv e vez dalc'het meur a fest-noz e Breizh hag e lec'hioł all evit lakaat sevenadur Breizh da vevań. Un degouezh evit kanań ha dańsal eo da gentań holl ha n'eo ket da vezań mesket gant ar veilhadegoł ma vez selaouet enno kontadennoł, danevelloł ha prantadoł kanań nemetken.
Ar festoł-noz gwechall e Breizh
Gwechall e veze ar sonerien, ar ganerien hag ar gonterien darn ar gumuniezh lec'hel er c'hźriadennoł er-maez m'edont o reiń dudi dezhi. P'eo ar bobl vrezhon brudet a-gozh evit bezań entanet gant an dańs e veze-hi embreget a-zevri evel moiaen pennań kaout plijadur a-stroll. Dre son ar benvegoł-seniń e vez dańset, nemet e pastelloł-bro ma veze dańset nemet diouzh ar c'hanaouennoł.
Diouzh ar sevenadur dre gomz poblek e veze tennet komzoł ar c'hontadennoł, met barzhoniezh ar c'hanaouennoł a veze aozet pe gant hiniennoł donezonet evit ar primsavadennoł pe gant skrivagnerien o doa desket ar werzadurezh.Ha pa vije kemmet tra pe dra er c'hanaouennoł, ne c'heller krediń e vijent savet diouzh spered ar bobl e-unan evel m embanne ar romantelourien hag an dastumerien gentań evel Teodor a Gervarker ha George Sand, houmań ijinerez an dro-lavar lennegezh dre gomz.
Dre vras e c'hoarveze ar festoł-noz e degouezhioł pennań buhez ar gouerien : dibennoł mareoł ar prantadoł labour bras : an here, an eost, fardań al leurioł dornań nevez hag e-doug ar pardonioł a oa niverus ivez...
Diskar ar sevenadur de gomz ha ar festoł hengounel e Breizh
Ar festoł-noz modern
Pa rae e reuz an Eil Brezel-bed e oe addalc'het ar festoł-noz e kornioł zo e Breizh, e Kreiz-Breizh dreist-holl. Dre-se e oe didorret chadenn treuzkas hengounioł poblek e-keńver ar sonerezh hag an dańs.
Niverusoc'h e chome tud ar Menezioł Du ha re Menez Are a zalc'he koun eus ar pezh a vez graet a-raok ar Brezel-bed kentań ha pa vijent chomet un ugentad bloavezhioł pe vuioc'h hep o embregań.
Goude ar brezel, dindan atiz un nebeut Poullaoueniz, Loeiz Roparz en o zouez, e kendalc'has annezidi ar gumun en em vodań er vourc'h evit delc'her festoł-noz mod-nevez distag ouzh deiziadur labourioł ar gounezerezh. Savet e oe Kelc'h keltiek Poullaouen a veze darempredet koulz gant tud yaouank ha tud oadet a vourre dańsal e mod ar menezioł, an dańs dre son mouezhioł an holl dańserien o tispakań ar c'han-ha-diskan.
Pa oa Loeiz Roparz, hemań kelenner o chom e Kemper hag o seveniń kargoł e kevredigezhioł a zalc'he da gendelc'her gant ar brezhoneg ha gizioł hengounel Breizh, eń a reas lańs da embregadur dansoł Breizh er-maez eus ar c'helc'hioł keltiek.
D'an 26 a viz Kerzu1957 e oe dalc'het ar fest-noz kentań e kźr ha digor d'an holl e-barzh ar c'hohu nevez savet e Kemper.
Perzh pennań ar fest-noz modern eo al leurenn m'emań staliet warni an embregourien (sonerien ha kanerien) ken ez eus blaz un arvest sonerezh, ur sonadeg, evit an dud ne gredont ket mont da zańsal. Ar perzh all eo n'eo ket mui ur gumuniezh lec'hel a glask e blijadur asamblez, met kumuniezh ledan ar re o deus desket dańsal e lec'h pe lec'h hag kervez giz pe c'hiz. Ouzhpenn dańsoł ar menezioł (kavotenn, pachpi, da gentań holl) e teuas tamm ha tamm ar boaz dańsal hervez gizioł broioł all Breizh (Bro-Wened (an-dro, hanter-dro, laride
) ha pelloc'h).
Berzh ar fest-noz evel fenomenn sokial
Deuet eo ar festoł-noz da vezań ur fenomenn sokial a-bouez e Breizh e dibenn ar bloavezioł 1960 e Breizh pa rajont berzh er-maezh eus metoł al luskadoł a rae gant kendalc'h ar c'hustumoł. Diorren skolioł-meur Breizh a zo bet efedus-tre pa veze ar studierien dedennet doareoł marc'had-mat evit en diduiń. Merzet eo bet e oe degaset gant menozhioł nevez Mae 1968 ur spered digoroc'h e-keńver modoł-bevań ar gouerien (sellet ouzh kumuniezhoł tud aet da sevel loened e menezioł kreiz Bro-C'hall) ha d'o kustumoł hengounel.
Pa tarzhas berzh Alan Stivell a renevezas sonerezh Breizh gant ritmoł ha benvegoł-seniń modern e 1971 e oe roet ul lańs nevez d'ar festoł-noz. Aozet e oent gant meur a gevredigezh lec'hel e pep korn Breizh. Koulskoude e oent niverusoc'h-niverusań e-korf ar mizioł-hańv pa vez Brezhoned deuet da vakańsiń er vro ha touristed prest da gemer perzh en diduamantoł lec'hel.
Emdroad ar festoł-noz
Er bloavezioł 1960 ha 1970 e chome blaz ar spered emsavel e meur a fest-noz. Festoł-noz evit bezań kengred gant stourmoł politikel ha sokial a veze aozet e-leizh. Harpet e oe kresk Diwan gant ar c'hreskad pae a veze goulennet evit ar mont-tre ("un franc pour Diwan" - "ul lur evit Diwan").
Er bloavezhioł 1990 e weljod ur c'hresk bras e darempredoł festoł-noz zo e-pad an hańv (3 000 den ha muioc'h). Er memes mare e teuas war wel strolladoł kanerien ha sonerien yaouank a degasas ar sonerezh elektronek er sonioł kozh ("Ar Re yaouank", da skouer).
Er festoł-noz bras e selaouer meur a stil sonerezh war al leurenn : bagadoł sonerezh gant binioł-bras, sonerezh elektronek, koubladoł bombard ha binioł-kozh, kanerien (kan-ha-diskan ha kanerien mod Bro-Wened peurvuiań). Chom a ra ar festoł-noz un obererezh embreget e pep lec'h e Breizh, ur perzh dibar dezhi ha d'ar Vrezhoned e peseurt bro ma chomont ennań.
Ar cyber festoł-noz o lakaat dańsou Breizh da vezań hollvedel
D'an 21 a viz C'hwevrer1999 e oe savet e Kemper ar cyber fest-noz kentań a zo ar "fest-brasań er bed" hervez an embregerezh aozer, An Tour-Tan. Gant harp kalvezel France-Télécom eo bet kaset war an Internetskeudennoł ha sonerezhioł ar fest-noz a oe dalc'het er "Pavilhon", sal-arvestoł brasań kźr. 3 000 den a zeuas da zańsal ha 20 000 lugadur a oe kontet. Kreskiń a reas niver al lugadurioł er bloavezhioł war-lerc'h koulz hag e lec'hioł ar bed ma oe aozet festoł-noz enno (Beijing, Bourdel, Danmark, Kaledonia-Nevez, Lyon, Kźr-Vec'hiko, Nevez-York, Ar Réunion, etc...). E 2006 e oe skignet skeudennoł e perzh ar skinwel da war-dro 145 000 den kenluget. E miz Here 2007 e oe kaset ar cyber fest-noz e Pariz da goulz skorad bruderezhRannvro Breizh, anvet ar "Breizh Touch".
Kan-ha-diskan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un doare da ganań tonioł da zańsal eo ar pezh a vez graet "kan ha diskan " anezhań. Kaset e vez en-dro gant daou ganer, pe vuioc'h.
- an hini a gan da gentań , a vez graet ar c'haner anezhań,
- an hini a gan war e lerc'h, a vez graet an diskaner anezhań.
Daou ha daou
E-touez ar ganerien , a wechall pe a vremań
- ar c'hoarezed Gwadeg
- ar Vreudeur Morvan
- an Drouzerien Mod-kozh
- Erik Marchand ha Yann-Fańch Kemener
Loeiz Roparz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Buhez
Obererezhioł
Oberenn lennegel ha sonerezhel
Bombard
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur vombard
Lodennoł
Teir lodenn zo d'ar vombard:
- al « lanchenn », a zo graet gant div lavnenn bambouz staget kenetrezo gant ur gorzenn vihan en orjal;
- ar « chorf », a zo graet gant koad beuz, koad ebena pe olifant.
- ar « pavilhon » a zo graet e koad, a-wechoł e vez kavet ivez en ivor, met raloch eo.
Servijout a ra da gas pelloch ar son.
An alchwez
A-wechoł e vez un alchwez, pe daou, pe dri ouzhpenn, dindan an notennoł reizh.
Ne vez ket un alchwez bepred war ur vombard, met servijout a ra memes tra, er bagadoł dreist-holl, evit ober notennoł ouzhpenn. Gant orjal eo graet
Hiziv an deiz e vez graet bombardoł e plastik, met neo ket ken brav ar son anezho evel gant
deiziad ar grouidigezh : 01/04/2009 @ 11:32
Kemm diwezhań : 29/04/2009 @ 16:22
Rummad : Sevenadur
Pajenn lennet 822 gwech
Ragwelet ar bajenn
Moullań ar bajenn
|
|
 |
|
 |
| |