Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Istor (Ar vro)

Ar Ragistor

Ar paleolitik

Ar paleolitik zo oadvezh ar maen benet, betek 5000 kent J.-K.
D’ar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseent
mamouted, arzhed, tigred, kirvi ha loened all c’hoazh.

Un nebeud lec'hiennoł arkeolokel zo bet kavet e Breizh :

(e-kichen Lohieg) ; an hini goshań e Breizh eo al lec'hienn-mań (war-dro 700 000 bloaz kent Jezuz-Krist)

(e kumun Ploeneg) war-dro 450 000 bloaz kent J.-K

(e-kichen Karnag) war-dro 400 000 bloaz kent J.-K

(e-kichen Sant-Servan) war-dro 90 000 bloaz kent J.-K

(e-kichen Dol) war-dro 70 000 bloaz kent J.-K

Ar mezolitik

(etre 5 000 ha 3 500 kent J.-K )

E-pad ar maread-se e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoł gwez-bezv, derv ha kelvez a greskas e-lec'h stepennoł ar paleolitik.

En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoł eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriń.

Lakaet e veze korfoł ar re varv ba fozioł gant o binvioł. An dra-se a ro da sońjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze.

An neolitik

(etre 3 500 ha 1 500 kent J.-K )

‘’Oadvezh ar maen levnet’’ eo an neolitik.

E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor Kreizdouar da vevań el ledenez, ha krog an dud da vevań skoachet un tamm. Ur relijion nevez hag daoreoł beziań nevez a zeuas gante. Stagań a raent da c'hounit plant, ha da zońvaat loened. Sevel lochennoł ha fardań podoł-pri evit miret hag aozań boued. Sevel traoł bras maen ivez : karnioł, alezioł-toet ha peulvanioł.

Ar c'harnioł a oa bezioł evit strolladoł tud, familhoł pe meuriadoł.

Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetań e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.

Karnioł all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag.

Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare an istor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioł distro. A-wechoł all e vezont plaset a-regennoł. Ral a wech e vezint war gelc’h ; neuze e vez graet « cromlech-ioł » anezhe, pe « krommlec’hioł » (ar ger a deu deus ar c’hembraeg).

An Henamzer

Kartenn ar C'halianed e Breizh

Marevezh galian

Pemp poblad (pe meuriad) Galianed a oa en Arvorig :

Ar Grennamzer

Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a veze graet Breizh anezhań war-lerc’h, evel ma veze graet e pep lec’h en Arvorig da vare Brezelioł Kaezar e Galia/Brezelioł Kaezar e Galia. E dibenn ar Vvet kantved e teuas miliadoł a Vretoned (a oa o chom war an tirad a reer Breizh-Veur anezhań bremań) da annezań an tiriad, abalamour ma vezent skarzhet kuit gant an Angled hag ar Saozon. Gant o boazamantoł hag o yezh e oa deuet ar Vretoned en Arvorig. Lakaet e oant bet da zont war an tiriad-se ur nebeut amzer a-raok evit difenn an Impalaerezh roman a veze aloubet gant ar C’hermaned. Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhań e-pad pell, un anv damheńvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. Er Grennamzer uhelań e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerc’h etre teir rouantelezh – Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg, a voe Bro-Warog hec’h anv kentań. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved.

Rouantelezh Breizh

( IXvet - Xvet kantved )

En 845 e voe krouet rouantelezh kentań Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frańs, en emgann Ballon, ur gźriadenn nepell diouzh Redon, en Il-ha-Gwilen. En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh war lu ar roue Charlez ar Moal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Charlez ar Moal e voe trec’h ar Vretoned warnań ha dizalc’h e teuas Breizh da vezań. D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiń a reas ar roue Salaun diwezhatoc’h Broioł Coutances hag Avrańchez. Gant Salaun eo e voe astennet rouantelezh Breizh en he brasań. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentań Breizh e 913. Hogen distreiń a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhań Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa bet war ar Vikinged e 937.

Mare ar feodelezh

( Xvet - XIVvet kantved )

En IXvet kantved e teuas Breizh unanet-se da vezań ur rouantelezh dizalc’h. Distrujet hag aloubet e voe war-lerc’h gant ar Vikinged e deroł an Xvet kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreńv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da c’houde etre Bro-Saoz ha Bro-C’hall a-raok dont da vezań ur vro dizalc’h en-dro da vare remziad an tiegezh Mońforzh (XIVvet-XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek ar XVIvet kantved, daoust d’ar brezel hźrezh (1341-1364), daoust d’ar C’hallaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust d’ar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh c’hall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad.

Dugelezh Breizh

Da-heul e voe trec’h rouantelezh Bro-C’hall, ur rouantelezh c’halloudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoł 1488 ha 1491. Gant se e oa bet boulc’het an hent a gase d’an unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentań penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziń (3 dimeziń a oa bet lidet evit unaniń penntierned Bro-C’hall ha Breizh). Da eil, e 1532, o doa goulennet Stadoł Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoł Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno d’ar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoł ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioł zo (al lezenniń hag ar sevel tailhoł dibar), koulskoude, betek an [Dispac’h c’hall]]. E-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789, evit gwir, e voe torret dreistwirioł ar c’humunioł, ar c’horfuniadoł, an noblańs, ar c’hloer… ha dreistwirioł Breizh.

Ar XVvet kantved, ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantadoł eus an toniusań e Breizh. D’ar mare-se e veze treuzdouget marc’hadourezhioł a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoł-se. Al lien kanab, al lien lin, ar c’hrezioł, e-touez traoł all, zo anezho arouezioł eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar c’henwerzh e Breizh. Gant an arc’hant bras dastumet d’ar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Arc’hant Roazhon a oa an hini kentań eus Frańs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour d’an dizemglevioł a veze etre Frańs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. En XIXvet kantved e voe an traoł en o gwashań.

Rannet e voe Breizh etre kontelezhioł (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porc’hoed, Naoned, Roazhon…) ha goude an eizh aotrouniezh a droas e pevar frezidial, a voe rannet etre senesaliezhoł ivez. Rannet e oant ivez etre nav eskopti.

 

An dispac'h gall hag an XIXvet kantved

Da vare an Dispac’h gall, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe lamet ar provińsoł. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E 1790 e voe rannet etre pemp departamant :

E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an Naonedad Michel Rocher, anezhań penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (=prefeded) e Breizh

 

Diwar : http://br.wikipedia.org/wiki/Istor_Breizh