http://diwaneuropa.free.fr/
Ar paleolitik zo oadvezh ar maen benet, betek 5000 kent J.-K.
Dar mare-se e oa rouez an dud, hag e chaseent mamouted, arzhed, tigred, kirvi ha loened all choazh.
Un nebeud lec'hiennoł arkeolokel zo bet kavet e Breizh :
(e-kichen Lohieg) ; an hini goshań e Breizh eo al lec'hienn-mań (war-dro 700 000 bloaz kent Jezuz-Krist)
(e kumun Ploeneg) war-dro 450 000 bloaz kent J.-K
(e-kichen Karnag) war-dro 400 000 bloaz kent J.-K
(e-kichen Sant-Servan) war-dro 90 000 bloaz kent J.-K
(e-kichen Dol) war-dro 70 000 bloaz kent J.-K
(etre
E-pad ar maread-se e klouaras an amzer ha resed ar mor da uhelaat kalz. Koadoł gwez-bezv, derv ha kelvez a greskas e-lec'h stepennoł ar paleolitik.
En Enez Tevieg e-kichen Kiberen ez eus bet kavet roudoł eus an dud a veve enni e dibenn ar mezolitik. Chaseal a raent kirvi, yourc'hed ha lern. Pesketa ha kregina a raent ivez a-benn debriń.
Lakaet e veze korfoł ar re varv ba fozioł gant o binvioł. An dra-se a ro da sońjal e krede an dud en un dra bennaket, ur seurt relijion marteze.
(etre
Oadvezh ar maen levnet eo an neolitik.
E-pad ar maread-se e teuas tud deus ar Mor Kreizdouar da vevań el ledenez, ha krog an dud da vevań skoachet un tamm. Ur relijion nevez hag daoreoł beziań nevez a zeuas gante. Stagań a raent da c'hounit plant, ha da zońvaat loened. Sevel lochennoł ha fardań podoł-pri evit miret hag aozań boued. Sevel traoł bras maen ivez : karnioł, alezioł-toet ha peulvanioł.
Ar c'harnioł a oa bezioł evit strolladoł tud, familhoł pe meuriadoł.
Karn Barnenez e Plouezoc'h a zo unan eus ar re vrudetań e Breizh. Savet eo bet adalek 4 600 bloaz kent J.-K, hag e vent war-dro 70 metr hir, 15 hag 20 metr ledan hag 8 metr uhel.
Karnioł all zo e Landeda, Gwitalmeze ha Karnag.
Ur peulvan zo ur maen en e sav, bet plantet e-barzh an douar da vare an istor a-gent pe ar proto-istor. Bez e vez peulvanioł distro. A-wechoł all e vezont plaset a-regennoł. Ral a wech e vezint war gelch ; neuze e vez graet « cromlech-ioł » anezhe, pe « krommlechioł » (ar ger a deu deus ar chembraeg).
Pemp poblad (pe meuriad) Galianed a oa en Arvorig :
Gant ar Romaned e voe aloubet an tiriad a veze graet Breizh anezhań war-lerch, evel ma veze graet e pep lech en Arvorig da vare Brezelioł Kaezar e Galia/Brezelioł Kaezar e Galia. E dibenn ar Vvet kantved e teuas miliadoł a Vretoned (a oa o chom war an tirad a reer Breizh-Veur anezhań bremań) da annezań an tiriad, abalamour ma vezent skarzhet kuit gant an Angled hag ar Saozon. Gant o boazamantoł hag o yezh e oa deuet ar Vretoned en Arvorig. Lakaet e oant bet da zont war an tiriad-se ur nebeut amzer a-raok evit difenn an Impalaerezh roman a veze aloubet gant ar Chermaned. Gant ar Vretoned e voe anvet an tiriad a voe graet Breizh-Vihan anezhań e-pad pell, un anv damheńvel ouzh hini an enezenn ma oant a orin. Er Grennamzer uhelań e oa bet rannet Breizh etre div rouantelezh ha war-lerch etre teir rouantelezh Domnonea, Kerne ha Bro-Ereg, a voe Bro-Warog hech anv kentań. Bodet e oa bet an teir rouantelezh dindan aotrouniezh roueed ha duged Breizh en IXvet kantved.
( IXvet - Xvet kantved )
En 845 e voe krouet rouantelezh kentań Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trech lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frańs, en emgann Ballon, ur gźriadenn nepell diouzh Redon, en Il-ha-Gwilen. En 851 e voe trech lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech choazh war lu ar roue Charlez ar Moal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Charlez ar Moal e voe trech ar Vretoned warnań ha dizalch e teuas Breizh da vezań. Dar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh. Aloubiń a reas ar roue Salaun diwezhatoch Broioł Coutances hag Avrańchez. Gant Salaun eo e voe astennet rouantelezh Breizh en he brasań. Ar Vikinged, siwazh dar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentań Breizh e 913. Hogen distreiń a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhań Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trech e oa bet war ar Vikinged e 937.
( Xvet - XIVvet kantved )
En IXvet kantved e teuas Breizh unanet-se da vezań ur rouantelezh dizalch. Distrujet hag aloubet e voe war-lerch gant ar Vikinged e deroł an Xvet kantved. Adsavet e oa bet Breizh hogen ne oa mui ken kreńv all, ken ma ne oa nemet un dugelezh anezhi (ur gontelezh hepken hervez tud zo). Ur skod a bouez e oa etre Normandi hag Anjev, ha da choude etre Bro-Saoz ha Bro-Chall a-raok dont da vezań ur vro dizalch en-dro da vare remziad an tiegezh Mońforzh (XIVvet-XVvet kantved). Ur vro distag e chomas betek ar XVIvet kantved, daoust dar brezel hźrezh (1341-1364), daoust dar Challaoued a glaske lakaat ar vro e beli o Stad, daoust dar Saozon a glaske ren ar vro. Melestradurezh chall ar Renadur kozh a anaveze Breizh da vroad.
Da-heul e voe trech rouantelezh Bro-Chall, ur rouantelezh challoudus anezhi, war an dugelezh da vare emgannoł 1488 ha 1491. Gant se e oa bet boulchet an hent a gase dan unaniezh. Daou seurt unaniezh a voe. Da gentań penn e oa bet unanet ar benntierned dre zimeziń (3 dimeziń a oa bet lidet evit unaniń penntierned Bro-Chall ha Breizh). Da eil, e 1532, o doa goulennet Stadoł Breizh, a oa bodet e Gwened, e vije unanet an dugelezh hag ar rouantelezh da viken. Stadoł Breizh, evit gwir, a veze lakaet ar wask warno dar mare-se ha ned ae ket gwall vat an traoł ganto abaoe ma oa bet sinet ar skrid-embann roueel e Plessis-Macé (Anjev). Mirout a reas Breizh dreistwirioł zo (al lezenniń hag ar sevel tailhoł dibar), koulskoude, betek an [Dispach chall]]. E-pad nozvezh ar
Ar XVvet kantved, ar XVIvet kantved hag ar XVIIvet kantved a vez sellet outo evel prantadoł eus an toniusań e Breizh. Dar mare-se e veze treuzdouget marchadourezhioł a-leizh dre vor etre Spagn, Bro-Saoz hag Holland. Breizh a oa, anat eo, e kreizig-kreiz an hentoł-se. Al lien kanab, al lien lin, ar chrezioł, e-touez traoł all, zo anezho arouezioł eus ar prantad-se ma rae berzh-kaer ar chenwerzh e Breizh. Gant an archant bras dastumet dar mare-se e voe diorroet-mat glad ar savouriezh er vro. Ostel an Archant Roazhon a oa an hini kentań eus Frańs. Da vare Colbert e voe diorret an arme e Breizh hag abalamour dan dizemglevioł a veze etre Frańs ha Bro-Saoz ez eas Breizhiz tamm-ha-tamm war baouraat. En XIXvet kantved e voe an traoł en o gwashań.
Rannet e voe Breizh etre kontelezhioł (Kerne, Leon, Bro-Ereg, Landreger, Pentevr, Porchoed, Naoned, Roazhon
) ha goude an eizh aotrouniezh a droas e pevar frezidial, a voe rannet etre senesaliezhoł ivez. Rannet e oant ivez etre nav eskopti.
Da vare an Dispach gall, e-pad nozvezh ar 4 a viz Eost 1789 e voe lamet ar provińsoł. E-se ne oa ket Breizh un ensavadur melestradurel anezhi ken. E 1790 e voe rannet etre pemp departamant :
E 1848 e oa ar pemp departamant breizhat dindan aotrouniezh an Naonedad Michel Rocher, anezhań penngomiser Breizh. Hennezh a oa e penn ar gomiserien all (=prefeded) e Breizh