Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Ar vro - Istor

ISTOR
Lietuvos Respublika (lt)
Republik Lituania (Bzg)
Drapeau de la Lituanie Armoiries de la Lituanie
(Baniel lituanian) (Skoed Lituania)
carte
Yezh ofisiel
Lituanian
Kerbenn Vilnius
54°41′N 25°16′E / 54.683, 25.267
Keriadenn-veur Vilnius
- Prezidantez
 - Kentañ ministr
Dalia Grybauskaitė
Andrius Kubilius
Gorread  65 303 km²
Anezidi 3 565 205
Dizalc'h

 - Deiziad
deus Rusia
deus an Unvaniezh Soviedel
16 a viz c'hwevrer 1918
11 a viz meurzh 1990

 

Anv an anezidi
Lituanianed

 

Kan broadel
Tautiška giesmė

Ganedigezh Lituania

  • 1251 : Unvanet eo Lituania ha savet e stumm un Dukelezh Veur dindan ren Mindaugas.
     
  • 1386 : Unvanet eo an Dukelezh Veur ha Rouantelezh Pologn dindan ren dinsatiezh ar Jagelloned. Diwar-se e teu ar vro da vezañ kristen katolik.
     
  • 1569 : Lituania ha Pologn n'int ket unvanet ken : Lituania a za d'ober ul lodenn eus Pologn gant Unvaniezh  Lublin.

Kouezh a ra Lituania dindan galloud ar Rused met dont a ra a-benn d'en em dennañ

  • 1772-1795 : Dilodennet e vez Pologn takad ha takad eus e zouaroù gant galloudoù kreñv kreizeuropa, Rusia, Prus hag Aostria-Ungariales. Diwar-se en em gav Lituania dindan ren ar tsar rusek.
     
  • 1864 : Goude un taol-freuz e vo difennet komz lituaneg ken.
     
  • 1918 : A-drugarez d'an alouber alaman ha d'an diaesterioù bevet gant ar Sovieded goude dispac'h 1917 eo diskleriet Lituania dizalc'h. Vilnius n'emañ ken e Lituania met e Pologn.
     
  • 1926 : Ar republik yaouank a zo dindan beli  Voldemaras ha Smetona.

 Da-heul ar Perestroika e adsavo Lituania

  • 1940 : O zoujañ ouzh an emglev etre Alamagn hag ar Sovieded  e vez aloubet Lituania gant ar Rused ha staget d'an Unvaniezh soviedel dindan beli Staline.
     
  • 1990 : Lituania zo ar c'hentañ vro d'en em zizober da vat deus beli ar Rused. Kuitaat a raio ar soudarded rus ar vro daou vloazh goude ma vo anavet ar Stad lituanian war an dachenn etrevroadel.
     
  • 2004 : Degemeret eo Lituania en Unvaniezh European.