Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Ar vro - Intersadenn

skoz.gif


Intersadenn gant an Itron Bro Skos :

-Mat an traoù itron ?
-Ya, mat an traoù !
-Pe anv oc'h ?
-Scotland a vez graet diouzhin e saozneg, Alba e gouezeleg ha Bro-Skos e brezhoneg.

-Piv eo ho amezeien ?
-Bro Saoz ha Bro Iwerzhon eo ma amezeien. Bro Gembre n'emañ ket pell diouzhin ivez. Un amezeg all din eo enez Van.

-Pet den zo o chom ennoc'h ?
-Tro dro da 5 million a annezidi am eus.

-Ha peseurt yezh a vez komzet ganto ?
-An darn vrasañ anezho a gomz saozneg. Nebeut a oar gouezeleg e gwalarn ar vro (1,3 %), ur yezh keltiek tost ouzh an hini a vez komzet e Bro Iwerzhon. Tud ar su a oar skoteg (1,9 %), ur yezh kar d'ar saozneg. Ar saozneg hag ar gouezeleg eo an div yezh ofisiel.

-Ha pe anv eo ho kêrbenn ?
-Edinburgh e saozneg, Dùn Èideann e gouezeleg ha Dinedin e brezhoneg !

-Ha kêrioù bras all zo ?
-Ya eveljust ! Glasgow eo ar gêr vrasañ. Aberdeen ha Dundee eo an div gêr bouezusañ war-lerc'h, dirak Stirling, Perth, hag Inverness.

-Peseurt kan broadel a vez kanet gant ar Skosiz neuze ?
-"Flowers of Scotland" eo titl ar c'han-se, met n'eo ket ofisiel dre ma'z on stag ouzh ar Rouantelezh Unanet... Bep tro ma vez skipailh rugby (pe mell-droad) Bro Skos enebet ouzh ur skipailh all e vez sonet ha kanet ar c'han-se memestra !