Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Sevenadur - Ar yezhoù komzet e Bro Alamagn


- an daneg

An daneg zo ur yezh germanek. Ur statud ofisiel en deus ivez e rannvro Schleswig en Alamagn, ma vez komzet gant 50 000 den.
Un nebeut gerioù:
Demat: godmorgen, godaften
Kenavo: farvel
Degemer mat: velkommen
Trugarez: tak
Ya: ja
Nann: nej

-an sorabeg

Ur yezh slavek ar c'hornôg eo ar sorabeg ,komzet e Lusatia e reter Alamagn.Ur yezh divro eo ar sorabeg, en em gav dreist-holl e bro vBrandenbourc'h, e gevred an RDA gozh, war harzoù Polonia ha Tchekia. Komzet'vez sorabeg gant 30 000 den.
Evel e Breizh ha Breizh Izel peurgent ez eus un nebeut skolioù sorabek a-berzh stad.

-Ar frizeg

Frizeg an norzh zo ur yezh c’hermanek eus skourr ar yezhoù frizek.Komzet'vez frizeg gant war-dro 10 000 den e hanternoz Alamagn. Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo dre ma ne vez ket komzet gant kalz bugale ken.

Daou strollad rannyezhoù zo, disheñvel-mat, rannyezhoù an inizi ha re an douar-bras. N’eus ket a yezh unvan.

-ar poloneg

Ar poloneg zo ur yezh slavek.3 341 000 den a gomz poloneg e Bro Alamagn