Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Ar vro - Istor

  Istor

 Faroe_stamp_002_map_of_the_nordic_countries_10_oyru.jpg

Un timbr a kinnig ur gartenn eus broioù ar warlaezioù e 1573.



Dizoloet e voe an Inizi Faeroe gant menec'h iwerzhonad er VIIvet kantved.
Met gant ar vikinged eo e voe poblet da vat.
Hervez ar Færeyinga Saga (saga Faeroiz) e voe aloubet an inizi gant tud tec'het diouzh yev roue Norvegia en IXvet kantved. En XIvet kantved e voe perc’hennet an inizi gant ur roue norvegad all, Olav Tryggvason. Gant hennezh e voe kristenaet an enezidi. Ur wech unanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, dre Unaniezh Kalmar, goude 1386, e tremenas an inizi Faero dindan galloud Danmark. Stag ouzh Danmark e chomas an inizi goude Feur-emglev Kiel, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. E-pad an Eil brezel bed, pa oa bet aloubet Danmark gant an Alamanted, en em stalias arme ar Rouantelezh Unanet en inizi. Kement-se a roas c’hoant d’an enezidi da gaout o gouarnamant dezho. Un emsav evit ar yezh a oa abaoe dibenn an XIXvet kantved hag un emsav politikel abaoe deroù an XXvet kantved. E 1948 e voe roet d'an inizi ur statud emrenerezh. Pa’z eas Danmark e-barzh Kumuniezh Europa, e 1973, e tivizas tud an inizi Faero chom er-maez. Bremañ ez eo an dizalc’hiezh krenn pal gouarnamant an inizi.
 

       kartenn__1843.jpg

Ur gartenn eus inizi faero e 1843