Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Sevenadur - Boued

Lavaret e vez eo Belgia bro ar bier hag ar fritez, met traoù lipous all a vez kavet eno.

Rekipe ar fritez mod Belgia



E div wech e vez poazhet ar fritez e Belgia.
Gant patatez Bintjes hag ur friterezh leun a eoul.
Splujañ ar patatez troc'het e-barzh an eoul da 160°C e-pad 8/10 min, tennañ ha dizourañ anezho.
Tommañ an eoul da 180°C, lakaat ar fritez 4/5 min., tennañ anezho ha dizourañ kalz.
Lakaat holen.

Kalz a stalioù fritez a vez kavet e Belgia, anvet e vezont "frituur". Unan brudet a zo e Brusel : Ti Antoine war plasenn Jourdan.

 


Ar galfrez



Evit 18 galfr ez eus ezhomm:
250 g a vleud
15 g a goell bouloñjer
4 vi
Ur pinsad a holen
125 g a amann
2 loaiad vras a sukr
1/2 l a laezh

Penaos e vez graet?

Lakaat ar bleud hag ar goell e-barzh ur podad bras.
Ouzhpennañ an holen, ar sukr, an amann teuz, hag ar melenoù-vioù.
Tanaviñ al laezh klouar.
Ouzhpennañ ar gwennoù-vioù trapet en erc'h.
Trapañ an toaz betek ma vefe flour.
Lakaat an toaz e-barzh ur mekanik galfres.

Karbonadez mod Flandres



 


Ezhomm a zo:
6 skejenn kig-bevin (ramskoaz)
250 g ognon
50 g a amann
1 loaiad vras a sezv
150 g a vara sec'h
1,5 l bier
1 loaiad vras a gastounadez (sukr rouz)
1 loaiad vras a winaegr
tin, lore, holen, pebr

E-barzh ur gokellenn e vez poazhet an amann hag ar c'hig-bevin, livet e daou du, skejenn dre skejenn. Lakaat holen ha pebr.
Tennañ ar skejennoù tamm ha tamm.
Poazhañ an ognon er memes kokellenn. Ouzhpennañ ar c'hastounadez pa vez melen an ognon. Leuskel anezho da garameliñ e-pad un nebeut eilennoù ha lakaat ar gwinaegr, meskañ buan er-maez eus an tan.
Er memes kokellenn, lakat e gwiskadoù an ognon hag ar c'hig-bevin. Ouzhpennañ ar boked louzoù hag ar sezv, an holen hag ar pebr. Bruzunañ ar bara ha poultrennañ ar gwiskad diwezhañ..
Dourennañ gant ar bier, lakaat ar golo ha leuskel da boazhañ a dan bihan e-pad 3 eurvezh.


Bez ez eus ivez:
Ar c'hafe eus Liege, ar chokolad, ar "chicons", ar "stoemp", ar vioù "Meulemeester", ar "waterzoi" pesked...
Klaskit war ar Genrouedad hag e kavoc'h peadra da geginañ e mod Belgia!