Diwan Europa

http://diwaneuropa.free.fr/

Sevenadur - Boued

Lavaret e vez eo Belgia bro ar bier hag ar fritez, met trao¨ lipous all a vez kavet eno.

Rekipe ar fritez mod Belgia



E div wech e vez poazhet ar fritez e Belgia.
Gant patatez Bintjes hag ur friterezh leun a eoul.
Spluja˝ ar patatez troc'het e-barzh an eoul da 160░C e-pad 8/10 min, tenna˝ ha dizoura˝ anezho.
Tomma˝ an eoul da 180░C, lakaat ar fritez 4/5 min., tenna˝ anezho ha dizoura˝ kalz.
Lakaat holen.

Kalz a stalio¨ fritez a vez kavet e Belgia, anvet e vezont "frituur". Unan brudet a zo e Brusel : Ti Antoine war plasenn Jourdan.

 


Ar galfrez



Evit 18 galfr ez eus ezhomm:
250 g a vleud
15 g a goell boulo˝jer
4 vi
Ur pinsad a holen
125 g a amann
2 loaiad vras a sukr
1/2 l a laezh

Penaos e vez graet?

Lakaat ar bleud hag ar goell e-barzh ur podad bras.
Ouzhpenna˝ an holen, ar sukr, an amann teuz, hag ar meleno¨-vio¨.
Tanavi˝ al laezh klouar.
Ouzhpenna˝ ar gwenno¨-vio¨ trapet en erc'h.
Trapa˝ an toaz betek ma vefe flour.
Lakaat an toaz e-barzh ur mekanik galfres.

Karbonadez mod Flandres



 


Ezhomm a zo:
6 skejenn kig-bevin (ramskoaz)
250 g ognon
50 g a amann
1 loaiad vras a sezv
150 g a vara sec'h
1,5 l bier
1 loaiad vras a gastounadez (sukr rouz)
1 loaiad vras a winaegr
tin, lore, holen, pebr

E-barzh ur gokellenn e vez poazhet an amann hag ar c'hig-bevin, livet e daou du, skejenn dre skejenn. Lakaat holen ha pebr.
Tenna˝ ar skejenno¨ tamm ha tamm.
Poazha˝ an ognon er memes kokellenn. Ouzhpenna˝ ar c'hastounadez pa vez melen an ognon. Leuskel anezho da garameli˝ e-pad un nebeut eilenno¨ ha lakaat ar gwinaegr, meska˝ buan er-maez eus an tan.
Er memes kokellenn, lakat e gwiskado¨ an ognon hag ar c'hig-bevin. Ouzhpenna˝ ar boked louzo¨ hag ar sezv, an holen hag ar pebr. Bruzuna˝ ar bara ha poultrenna˝ ar gwiskad diwezha˝..
Dourenna˝ gant ar bier, lakaat ar golo ha leuskel da boazha˝ a dan bihan e-pad 3 eurvezh.


Bez ez eus ivez:
Ar c'hafe eus Liege, ar chokolad, ar "chicons", ar "stoemp", ar vio¨ "Meulemeester", ar "waterzoi" pesked...
Klaskit war ar Genrouedad hag e kavoc'h peadra da gegina˝ e mod Belgia!